Dan Ar Braz Diwanit Bugale Lyrics

Didostait bugale
Ar serr-noz hag ar gouloù deiz
Roit kalon din-me
Aon 'm eus rak hon dazont

Tomm eo d'ho kalonoù
Furnezioù ar re a-ziwar ar maez
Hag ar c'hleuñioù o tihuniñ
War an douaroù 'tro al lenn du

Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh

Diwanit bugale laouen
Ar menezioù melen
Gant hiraezh d'hor gouelioù kent f
'Tre ho tiweuzoù ar wirionez

Diwanit bugale
Gleb ho taoulagadoù dre forzh c'h___zhin
Ha didrouz ho klac'harioù
Diwanit bugale

Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh

See also:

67
67.6
Kate Wolf Shining! Lyrics
Disagree Suiside Note Lyrics